Paru le 09/11/2018 | Broché 262 pages
troet gant Kristian Braz
Just a-raok Nedeleg eo bet skarzhet Holden Caulfield eus e lise cheuc'h. Kantren a raio neuze dre kêr New York e-pad tri devezh. Da heul ar paotr dreistkizidik, sorc'hennet gant ar seks ha heuget gant pilpouzerezh bed ar re vras e vo kaset al lenner. Tri devezh-pad evit ober anaoudegezh gant ar bourc'hiz yaouank ravoltet. Amzer d'en em dommañ outañ hag ouzh al luziet m'eo bed ar grennarded, da dizhout e ene tener dindan e zoareoù rebours ?