Collection(s) : Al Liamm
Paru le 27/08/2002 | Broché 253 pages
E 1876, e voe kavet an teirgwern Pembroke o vont a-youl an avel hag an houl, hep den ebet war vourzh... ha den ne gavo penn d'ar c'hevrin-se e-pad meur a vloaz. Betek an deiz m'en em vodo un toulladig Landregeriz dedennet gant ar skiantoù amguzh da lakaat un daol da dreiñ ha da zedennañ gant o ardoù spered Yann-Vari al Ledan, bet martolod e bourzh ar Pembroke.
Hini ha hini, e teuio holl vartoloded an teirgwern da zisklêriañ pehini 'voe o flanedenn skrijus.
Jarl Priel (1885-1965) zo unan eus ar vrudetañ skrivagnerien vrezhonek. Goude bezañ redet ar morioù evel martolod, ez eas da Rusia evel kelenner war ar galleg. E 1914 e teuas da Frañs da vrezeliñ e-touez ar soudarded rusian, o talvezout da jubennour. A-gevret ganto ez eas da Aljeria e 1917, p'en em dennas Rusia diouzh ar brezel. Da c'houde e voe jubennour e Polonia e-pad pemp bloaz c'hoazh, a-raok distreiñ da Bariz, da labourat e ministrerezh ar Brezel. Pa voe erru skuizh gant ar vicher-se ez eas da sekretour gant e geneil Charles Dullin, hag en doa savet ur pezh-c'hoari skrivet gantañ. E 1942 e stagas da skrivañ traoù e brezhoneg, e yezh vamm. Diwar goulenn Ronan Huon, rener embannadurioù Al Liamm, an hini e kontas e eñvorennoù e tri levr brudet, Va zammig buhez, Va buhez e Rusia hag Amañ hag ahont. An Teirgwern Pembroke en doa skrivet e galleg da gentañ, dindan an titl Le Trois-mât errant. Mont a reas Jarl Priel d'an Anaon e Marseille, ma oa aet da chom e ti e verc'h e 1963.