Paru le 30/08/2019 | Relié 95 pages
gant dourlivadurioù an aozer | brezhoneg gant Pierrette Kermoal
- Demat, eme al louarn.
- Demat, a respontas seven ar priñs bihan, a droas met na welas netra.
- Amañ emaon, eme ar vouezh, dindan ar wezenn-avaloù...
- Piv out-te ? eme ar priñs bihan. Te zo koant...
- Ul louarn on-me, eme al louarn.
- Deus da c'hoari ganin, a ginnigas ar priñs bihan. Ken trist ez on...
- Ne c'hallan ket c'hoari ganit, eme al louarn. N'on ket doñvaet.