Avel Draezh

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 79 pages
Poids : 200 g
Dimensions : 14cm X 22cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-9511721-5-9
EAN : 9782951172159

Avel Draezh

de

chez Embannadurioù al Lanv

Paru le | Broché 79 pages

6.59 Disponible - Expédié sous 5 jours ouvrés
Ajouter au panier

lakaet e brezhoneg gant Aline Gleoneg


Quatrième de couverture

Vento di sabbia

« Mankout a ra din ar vamm-gozh a lakae ac'hanon da soñjal e oan an dra briziusañ er bed a-bezh. »

Roudoù don o deus lezet e spered o bugale-vihan ar mammoù-kozh a vez kontet o istorioù en danevelloù-mañ.

Daoust d'o zenerded ne oant ket mammoù-kozh sederaus : maouezed diouto o-unan e oant, stourmet o devoa a-enep an hengounioù evit bezañ dieub, tec'het o doa a-wezhioù ; eus Madagaskar, eus ar Mali, eus Polonia...Bamus hag ankenius e oant.

Peseurt kempouez a c'heller kavout etre an hengoun hag ar vodernelezh ? Etre an eürusted han an anken ? Peseurt darempredoù a c'hell bezañ etre ar remziadoù ? Petra zo kuzhet e don pep boud ? Hag eñvorenn ar yaouankiz a zo bravoc'h eget ar yaouankiz he-unan ?

Sed ar seurt goulennoù a vez savet el levr-mañ, mesket ennañ ar gwirvoud hag ar faltazi, ha skrivet en ur stil gwevn ha pizh war un dro.

Biographie

Bianca Silvestri
Bianca Silvestri a zo bet ganet e Genzano di Roma. Un doktorelezh war ar bedagogiezh he deus tremenet e skol-veur La Sapienza e Roma.
Bevañ a ra er mare-mañ etre Pariz ha Roma. E Pariz ez eo prezidantez « La compagnia de l'Octogone », ur strollad leurennerien ha c'hoarierien c'hoariva a zeu eus Europa a-bezh, da bal ganto krouiñ war dodenn ar vemor : memor ar strolladoù ha memor an hiniennoù.
E 1997 he deus skrivet he romant kentañ, « Fermata a Little Venezia » e ditl (Arsav e Little Venezia). Daou briz he deus bet evit ar romant-se, priz oberour ar bloaz ha priz etrebroadel Emily Dickinson.
An teskad danevelloù « Avel-draezh » e ditl (Il vento di sabbia) a zo bet embannet e 2000 gant an ti-embann Sovera.