Paru le 01/01/1997 | Broché 181 pages
Tout public
Brudet e oa Erwan Vertoù, drouiz Kaledvoulc'h, e mare an emsav drouizek a-raok ha war-lerc'h ar Brezel-Bed Kentañ. An evezh zo bet tennet warmañ en-dro gant Mouladurioù Hor Yezh pa voe embannet ganto En Bro-Dreger a-dreuz parkoù e 1985. Gant Thierry Chatel ez eus bet divizet en em ouestlañ da studial buhez hag oberoù an den souezhus-se a anavezas ur seurt aezoni en e vuhez met a varvas er baourentez vrasañ hag en doare ar mantrusañ.
Diwar un dezenn diazezet-kaer en deus tennet Thierry Châtel, evit al lenner, al levr-mañ. Ar pep pouezusañ diwar-benn an den ha diwar-benn e amzer a vo kavet ennañ.
Kaeraet eo al levr gant skeudennoù diwar zorn Francis Guillou.