Paru le 01/10/2010 | Broché 60 pages
raklavar gant Youenn Drezen
Dogan
- « Stouit ho penn, Aotrou Komiser ! »
Kouezhet eo al lien pell 'zo, lazhet ar gouleier hag echu an arvest. Tregerniñ a ra bepred avat c'hoarzh frank an arzour yaouank, e dibenn Dogan.
Da heul tarzhadenn ar Monumant e voe furchet ha difurchet gredus e ti an dud, « ...padal, chomet eo ar Polis... pezh a lavar Jakez Riou », a skriv Youenn Drezen - ha chomet goullo abaoe kustod an Ti-Kêr, e Roazhon.
Er pezh-c'hoari berr-mañ, prim, drant ha godisus, ur gwir fars pohtikel anezhan, ez anad ar skiant lemm en doa Jakez Riou eus arz ar c'hoariva.
Jakez Riou (1899-1937) zo unan eus krouerion al lennegezh vrezhon amevez. Perzh a gemeras e Gwalarn adal ar bloavezhioù kentañ, war un dro gant Roparz Hemon, Abeozen, hag evel just e geneil Youenn Drezen. Liesek eo e skridoù : pezhioù-c'hoari, kevellennoù, barzhonegoù, romantoù...