Paru le 01/01/2018 | Broché 284 pages
gourfennc'her gant Saraju Gita Banerjee | troet diwar ar saozneg gant Yann Varc'h Thorel
Sell tri den disheñvel-krenn warno o-unan, war o bro o kemm ha war ar bed. Pep hini anezho o klask kaout levezon war egile gant doareoù dishenvel.
Nikhil, un den pinvidik a renk uhel, fur ha desket, ma'z eo evit emrenerezh e vro ne fell ket dezhañ gwelet ar beizanted o c'houzanv hag o vezañ gwazh eus ar feulster o ren.
Bimala, e wreg yaouank, sentus ha doujus, a zizolo tamm ha tamm, gant bennozh he gwaz, ar frankiz hag ar garantez entanus ha noazus.
Sandip, ar broadelour stourmer, hep feiz na reizh, prest da zieubin e vro eus gwask ar Saozon kousto pe gousto.
Emzalc'hioù feuls pe karantezus, enebiezh don ha drastus etre kumuniezhioù ar Bangal, enebiezh bed an diavaez ha bed diabarzh pep hini.