Galnys pe priz ar gwad : pezh-c'hoari e pevar arvest

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 101 pages
Poids : 120 g
Dimensions : 15cm X 21cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-916835-89-1
EAN : 9782916835891

Galnys pe priz ar gwad

pezh-c'hoari e pevar arvest

de

chez An Alarc'h Embannadurioù

Paru le | Broché 101 pages

8.00 Disponible - Expédié sous 6 jours ouvrés
Ajouter au panier

Quatrième de couverture

Daou glann er Grennamzer goshañ, bet brezelioü etrezo. Ur gwaz a lignez uhel, an heritour, zo bet lazhet gant ur vaouez eus ar c'hlann enep.

An doare nemetañ da gompezañ an traoü, d'en em virout diouzh ur brezel nevez : ar galnys, priz ar gwad.

Met ne vo ket un ebat lakaat an holl a-unan war talvoudegezh an hini marv. Daoust hag un emglev kamm-digamm a vo mat d'an holl ?

Ma ne vez ket emglev e vo brezel, unan kriz marteze evel emgann ar C'hrec'hiennnoù glas, chomet war an holl speredoü.

A vann da vann, eus an eil netraig d'egile, al lezenn gozh graet evit diwall ar peoc'h a vo lakaet brall enni gant ar garantez hag ar gasoni, gant spered an itrik hag an emgarouriezh, gant ar sotoni.

Biographie

Galnys zo unan eus an tri ger chomet eus ur yezh tost d'ar brezhoneg hag aet da get en XIIIvet kantved, ar c'humbrieg/cumric, hag a veze komzet etre Kembre ha Skos. Talvezout a ra da envel ar sammad arc'hant a c'houlenne da zigoll familh un den lazhet ouzh familh ar muntrer.

Du même auteur : Yann Fulub Dupuy