Geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg. Vol. 7. Lait-Miliaire. Dictionnaire de médecine : français-anglais-breton. Vol. 7. Lait-Miliaire

Fiche technique

Format : Broché
Poids : 500 g
Dimensions : 16cm X 22cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-901383-79-6
EAN : 9782901383796

Lait-Miliaire

de

chez Preder

Serie : Geriadur ar vezekniezh : galleg-saozneg-brezhoneg = Dictionnaire de médecine : français-anglais-breton. Vol 7

Paru le | Broché

Tout public

22.00 Disponible - Expédié sous 4 jours ouvrés
Ajouter au panier

Quatrième de couverture

Gant ar Rann 7 emañ graet ouzhpenn an hanter eus Geriadur ar Vezekniezh. Ar 1 220 pajenn embannet hon laka da verzhout spisoc'h tuioù gwan ha kreñv ar brezhoneg el lavar kempred.

Dilezet e-doug ur milved gant e yezherion kerkent ma vennent treiñ ouzh an dazont, e chom gantañ un dilañs na vo ket diverket diouzhtu. Burzhud eo avat ar gweleadoù danvez krai kousket en e gondon, hag int ken puilh m'emañ c'hoazh en e zeroù ar c'horvoiñ anezho goude daou gantved eztennerezh.

Daou orin ez eus d'ar barregezhioù a zo e kerz ar vrezhonegerion hiziv war dachenn ar gouzout hag an dezevout :

  • diouzh un tu, ar boniad loazioù lavarel gwerc'h, frank a bep plomadur hanezel, o c'houzediñ abaoe ar c'heltieg hag ar yezhoù evodet dioutañ,
  • diouzh an tu all, ar « yezh etrevroadel », daskenvod birvidik amprestoù henc'hresianek ha latin ma voaz dezevourion hag imbourc'herion Kornog da buñsañ o c'hentaozadoù abaoe ar Grennamzer.

Goude ur prantad tastonerezh etre daou zurc'hadur, hollvrezhonekaat lavar ar skiant hag ar preder (hent kantradet gant Vallée), holletrevroadelaat an diskiblezhioù kempred e-maez al lennegezh (diskoulm a guzulie Roparz Hemon), e tennomp hiziv da bleustriñ un hent etre, anezhañ etrevroadelaat ar skritelloù (oksigen a lavarer ha n'eo ket trenkgan evel ma kinnige Vallée), brezhonekaat an dezevout, ac'hoel an unvezioù yezh o tec'heriañ kealioù (ne lavarer ket izoliñ evel ma alie Roparz Hemon, met difuiñ, goubarañ, dredañ, emdennañ, digenveziñ, digempezhiañ, eskantañ, h.a. hervez an diskiblezh hag an arster).

N'eus ket eno ur reolenn strizh. E meur a zegouezh ma vije bet kenkoulz degemer an termen etrevroadel, en deus aozer Geriadur ar Vezekniezh divizet mont gant hent Vallée. Dre lies abeg, dreist holl en askont da resister ar c'hedrannoù brezhonek, (ar skalfad rakgerioù is-, gou-, ol-, lav-, endan- da skouer, a-dal d'ar c'hevatalioù hypo-, sub-, sous-), pe c'hoazh da hirder an termenoù (lakaomp a-geñver elruz ha érythrocytose, polycythaemia)...

Dalc'homp bezant en hon spered, evelkent, ne oufe ur geriadur savet en ezvezañs ur gevredigezh a yezherion bezañ estreget danvez ul lavar bev.