Paru le 01/01/2010 | Broché 236 pages
2008. Den ne oar pelec'h emañ Aleks Pennanroz... Da grediñ 'zo eo steuziet mik an den yaouank goude ma oa bet profet ur CD dezhañ gant e vignon Gabriel Gwareger, ha ma oa aet betek abati Boisgermont da beurgas ur studiadenn da benn...
1348. Tec'het kuit ur manac'h yaouank donezonet eus un abati war-lerc'h ma vije bet kollet ur parch sonerezh dibriz ha marvet kriz unan eus ar venec'h...
Dreist d'ar c'hantvedoù, dre hentoù arvarus an Amzer, eo e tisoc'ho an istor-mañ.