Paru le 13/11/2013 | Broché 155 pages
troet diwar ar galleg gant Hervé Lossec
En hañv 1944, o tont eus an Normandi war an hent da Vrest, e chom a sav en ur gêriadenn a vro Leon, ur gompagnunezh amerikan : soudarded du, kroget da drokañ marc'hadourezh gant peizanted ar vro... Met treiñ a raio an Dieubidigezh da fall, dre faot ur soudard dirollet...
Donezonet eo Anne Guillou evit livañ deomp buhez an dud war ar maez, dalc'het gant labourioù tenn an eost, Bretoned habask briataet adaol trumm gant an ankou. Ken donezonet all eo Herve Lossec evit treiñ - pe adsoñjal kentoc'h - en ur brezhoneg bev ha pinvidik an istor skijus-mañ.