Paru le 15/11/2019 | Broché 214 pages
An nav danevell a ya d'ober an dastumad-mañ a zo bet urzhiet hervez red an amzer, eus an XVIIvet kantved betek an amzer da zont, bloavezh 2027 evit an danevell ziwezhañ : Pont an Diaoul.
Ur bed faltaziet eo a vez livet deomp met gwriziennet don er gwirvoud ivez abalamour d'an darvoudoù gwirion a zo anv anezho e lod eus an danevelloù, abalamour d'an deskrivañ resis, pizh a ra Fulup Lannuzel eus takadoù zo, eus kêr Vrest hag he savadurioù hag ivez ar maezioù, an natur tro-war-dro deomp.
Gatiet eo bet Fulup Lannuzel e Montauban e 1952 ha studiet an adeiladouriezh ha kêraozouriezh e Pariz. Labouret en deus e Bagnolet, Orléans ha Brest. Prezidant ar gevredigezb Kanevedenn e Brest eo bet er bloavezhioù 1990. War e leve emañ bremañ.
Kenlabouret en deus gant ar gelaouenn Al Liamm meur a wech, ha savet pennadoù kazetennerezh evit ar gelaouenn Bremañ, pennadoù yezhouriezh evit ar gelaouenn Hor Yezh.