Lavar. Vol. 16

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 511 pages
Poids : 500 g
Dimensions : 16cm X 22cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-901383-61-1
EAN : 9782901383611

Lavar. Vol. 16

chez Preder

Serie : Lavar. Vol 16

Paru le | Broché 511 pages

Public motivé

25.36 Disponible - Expédié sous 4 jours ouvrés
Ajouter au panier

Quatrième de couverture

Lavar 16

An tregont eizh notenn a ya d'ober korf Lavar 16 zo frouezh ar youl o deus ur rouedad kevelerion da gaout en o c'herz ar binvioù lavarel dereat rekis evit o labour pemdeziek. Ar pal hollek-se a ro da gompren perak ne vez raktres ebet da levrennoù Lavar. Gweet e vez an danvez anezho evel ma teu e teu hervez ar c'hrefen a yezh, met ivez a breder, a gav an aozerion a-dreuz d'o hent. E se, e toug al levrennmañ roudoù eus :

  • imbourc'hioù Gab Cherel hag Alan E. Ar Berr, a verk un termen da vloavezhiadoù prientidigezh o levr, Geriadur ar Verdeadurezh, deuet er-maez hevlene,
  • ematersoù Laorañs Motrot war an durc'hadurioù kempred boutin etre ur preder arab 'zo hag ur preder brezhon 'zo,
  • ar strivoù renet gant Yann Varc'h Thorel evit lakaat en ur brezhoneg resis ha sklaer ur studienn sirius ha klok, savet avat en ur galleg diouzh ar c'hiz psi gant un arbennigour war strafuilhoù anaoudel ar vugale er skol,
  • embregadennoù Pierrette Kermoal en amboaz reiñ ul lañs nevez d'ar skridvamerezh ha d'al lizheregouriezh,
  • damant Martial Ménard da bourchas d'ar skolioù dornlevrioù ha geriadurioù er yezh kempred,
  • kendalc'h an ergerzhadennoù kaset gant Roger Le Nestour en istor riezoù ar bed abaoe an 18t kantved,
  • al linennoù bras treset gant Chantal ha Yann-Baol An Noalleg e sell d'ur Geriadur a 'r Geginouriezh,
  • taolioù arnod Guy Étienne evit dedalvout d'ar c'hramadeg hentennoù 'zo eus ar Brederouriezh,
  • erbar an hevelep aozer da geñveriañ, e sigur ur sell war skridoù Husserl, Heidegger ha Descartes, barregezhioù an alamaneg, ar galleg hag ar brezhoneg e lavar ar preder.