Lavarou koz a Vreiz-Izel. Vol. 1. Furnez ar gêr

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 113 pages
Poids : 200 g
Dimensions : 16cm X 12cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-35974-003-5
EAN : 9782359740035

Furnez ar gêr

de

chez Emgleo Breiz

Serie : Lavarou koz a Vreiz-Izel. Vol 1

Paru le | Broché 113 pages

10.04 Indisponible

Quatrième de couverture

Lavarou Koz a Vreiz-Izel

1. Furnez ar gêr

Setu bodet evid ar wech kenta abaoe eur hantved-hanter al « Lavarou Koz a Vreiz-Izel » a oa bet dastumet gand L.-F. Sauvé. E brezoneg penn-da-benn evid ar wech kenta toud ive ! Peadra d'ar vrezonegerien da dañva furnez on tadou-koz en o yez dezo. Furnez... ha fent : da-heul an almanagou e yee ar hrennlavariou da rei lusk ha memor d'ar bloavez-labour. Merkou boaz ar gevredigez, ar famill e oant. Ha pa vefe eet da get ar bed ma oant bet krouet, talvezoud a reont c'hoaz hizio an deiz, en on amzeriou modern, evid liva temz-spered an dud... hag o zechou aliez-mad !

Biographie

Léopold-François Sauvé a oa bet ganet e 1837 e Saint-Georges de Raintembault, war marziou Breiz. Maltouter 'oa deuz e vicher, pez a roas tro dezañ da veaji e Breiz-Izel, hag e Bro-Hall a-hend-all. Barreg e oa deuet da veza war ar brezoneg, ha tomm ouz sevenadur ar bobl. Darempredou e-noa gand gouizieien ar yez, hag embann a reas disohou e enklaskou er Revue Celtique. Siriuz hag aketuz e vezent kaset da benn gantañ, hag eur referañs int c'hoaz hizio.