Ma buhez en enez vanao

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 224 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
Date de parution :
EAN : 9782911210525

Ma buhez en enez vanao

de

chez Emgleo Breiz

Paru le | Broché 224 pages

17.14 Indisponible

traduit du gaélique (île de Man) en breton par Patrick Le Besco


Quatrième de couverture

Euz Enez Vanao ho-peus bet klevet komz, moarvad? An enezenn-ze, deg gwech bihannoh evid eun departamant euz Breiz, hag a zo hanterhent etre Iwerzon ha Bro-Skos. Unan euz ar c'hweh bro geltieg!

Bet eo bet Edward Faragher ar skrivagner pobleg nemetañ hag e oa ar manaveg e yez-vamm. Ar re o-deus bet skrivet e manaveg goude, eo bet desket ar yez gante. Skrivet e-neus eñ e yez e vro, ha felled a ree dezañ adsevel anezi, d'ar mare ma oa ar saozneg o holoi an enezenn «e-giz houlennou ar mor», emezañ.

Faragher a jom eun oberenn a dalvoudegez war e lerh. E skridou a zo eun testeni dispar diwar-benn an doareou-beva hag ar sevenadur en Enez Vanao. Komz a ra euz boudiged ha ramzed, mez ivez euz pesketa harinked, euz doareou ar vartoloded, euz peizanted piz na roent ket kalz a hopr d'o micherourien, euz kredennou ha giziou e genvroiz... Eun testeni gwirion eo, a-berz eur pesketaer koz a-zivoud an dud vunud en Enez-Vanao.

Biskoaz ne oa bet embannet skridou Edward Faragher evid c'hoaz. Troet int bet e brezoneg gand Padrig ar Besko, doktor a liziri, hag e-neus bet embannet dija eul leor evid deski ar manaveg. Dastumet e-neus an testennou e levraoueg Doolish en Enez-Vanao, hag e Manchester e Bro-Zaoz, e leh m'eo marvet E. Faragher e 1907.