Nadjati

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 263 pages
Poids : 200 g
Dimensions : 11cm X 18cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-86824-174-0
EAN : 9782868241740

Nadjati

de

chez Keit Vimp Bev

Paru le | Broché 263 pages

Poche
9.13 Disponible - Expédié sous 8 jours ouvrés
Ajouter au panier

brezhoneg gant Sparf


Quatrième de couverture

Evit Margaux, n'eo ket plijus ar vuhez ; fallgaloniñ a ra : n'he deus ket kalz arc'hant evit bevañ, n'en em glev ket mat gant he mamm, hag ouzhpenn ne fell ket da hounnezh komz diwar-benn he zad, un den dianav da Vargaux. N'eo ket gwelloc'h er skol, gant ar bikez-se a Gatie hag he dilhad diouzh ar c'hiz, prenet ker-ruz gant he mamm binvidik. Avi he deus Margaux outi.

Dre voneur eviti emañ Charlotte en he buhez, he mignonez wellañ. Ha Valentine ivez, ur plac'h yaouank-kozh a zo o chom e kreiz-kêr. Ganto e tremen buan an amzer, evel gant he mignonez kozh Nadjati, gwechall, pa oa o chom er C'homorez.

Ha setu ma tifoup Nadjati a-greiz-holl, evel en un huñvre, tec'het dre guzh diouzh krabanoù un eontr drouk.

Ur vuhez nevez a grog enta evit Margaux, oc'h adskoulmañ mignoniezh kreñv gant Nadjati, evel div c'hoar, hag o klask tostaat muioc'h-mui ouzh kalon Antoine, breur Charlotte, piket he c'halon gantañ ; ha kement-se en ur gas da benn, dre guzh, un enklask diwar-benn amzer dremenet he mamm, war roudoù he zad, un enklask war he buhez-hi e gwirionez.

Du même auteur : Laurence Lavrand