Paru le 12/12/2019 | Broché 248 pages
Nenn Jani eo diwezhañ oberenn lennegel Roparz Hemon. Ur gwir romant, ur romant realour ha poblek, gant tudennoù niverus ha darvoudoù liesseurt.Tremen a ra an darvoudoù e deroù an XXvet kantved, a-raok ar brezel bed kentañ e Brest. Kêr-Vrest an hini eo a zo tudenn bennañ ar romant. Plijadur ho po o kantren e ruioù ar gêr vras da heul Nenn Jani ha Malvina, maouezed kadarn, ha tudennoù all, skouerioù eus holl renkadoù ar gevredigezh. Ur renabl eus an holl anvioù-lec'h meneget er romant a gavot e kartennoù kêr a zo bet savet a-ratozh evit an embannadenn-mañ.