Collection(s) : Skrid
Paru le 08/07/2002 | Broché 138 pages
rakskrid gant F. & Y. Desbordes
Ganet e Roazhon e 1921, en deus Per Denez desket brezhoneg pa oa krennard.
Pa oa gant e studioù war ar saozneg ez eas da Aberdeen kent bezañ anvet da gelenner e Périgueux, war e bost kentañ. Kelenn a reas goude-se e Kemper hag e lise Douarnenez, bro e wreg.
E 1954 e krouas gant Arzel Even ar gelaouenn yezhoniel Hor Yezh.
Goude kinnig un dezenn-Stad diwar-benn yezh Douarnenez e voe galvet da Skol-Veur Roazhon da gelenn brezhoneg. War un dro gant e studierien hag e studierezed e c'hounezas an aotreegezh brezhoneg e 1981.
Skrivet en deus kalz a zanevelloù hag ivez romantoù.