Pez 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 50 pages
Poids : 200 g
Dimensions : 13cm X 18cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-35974-004-2
EAN : 9782359740042

Pez 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed

de

chez Emgleo Breiz

Paru le | Broché 50 pages

3.96 Indisponible

Quatrième de couverture

Pour la première fois, ce que les hommes savent des femmes : un ouvrage longuement attendu... et peut-être pas totalement inattendu, par le fameux spécialiste Jefig Campbell.


Ar pez a oar ar baotred diwar-benn ar merhed

Petra 'oar ar baotred diwar-benn ar merhed e gwirionez ? Eur goulenn braz eo, zo bet klasket eur respont dezañ abaoe pell gand ar gwella spesialisted.

Unan diouto, an Dr Jefig Campbell, zo bet o klask ive, pelloh evid ar re all, ha plaset-mad eo evid hen ober, abalamour d'e varregez war ar sokiopsikologiez, ha studiadennou liesseurt, war an dachenn, war an darempredou paotr ha plah. N'eus ket fellet dezañ lezel en deñvalijenn tu ebed deuz ar gudenn, daoust ma ouie e savfe tud zo a-eneb d'e deoriennou. Sklêrijennuz int, evid brasa eürusted ar houbladou dre ar bed a-bez.

Biographie

Jefig « Junior » Campbell, a zo bet ganet e Los Angeles e 1957. Euz Gourin e oa e dud-koz. Doktor e sokiopsikologiez eo, diplomet e meur a skol-veur, hag spisialisted abaoe e bemzeg vloaz war an darempredou gand ar merhed. Embannet eo bet e dezenn « Poan-benn ar merhed diouz an noz en XXved kantved » e c'hweh levrenn gand Embannaduriou ar Pitaouer, ha meur a daol-esae skiantel ema o kas da benn gand studierien e labo-enklask e Pittsburgh. El leor-mañ e vo kavet ar peb sklêrra deuz e deoriennou, evid brasa deskadurez al lennerien hag al lennerezed.