Paru le 20/10/2021 | Broché 137 pages
A partir de 15 ans
C'hwezeb danevell pe istor a ya d'ober al levr-mañ. E kazetenn Ya ! int bet embannet da gentañ. Holl int awenet gant darvoudoù c'hoarvezet e Breizh hag er bed-holl, en devezh hiriv.
Lod anezho a zo gwirvoudel, unan bennak all a skiant-faltazi.
Gant tri danvez e pledont : an endro pe gwareziñ an natur ; kudennoù sokial pe bolitikel ar vro hag ar c'hleñved-red nevez oc'h ober e reuz e spered an dud.
Un doare eo da brederiañ, gant fent pe heug, diwarbenn hor buhez-ni hag an amzer da zont.