Paru le 03/12/2014 | Cartonné 64 pages
A partir de 8 ans
skeudennù gant Râmine | skrivet gant Goulc'han Kervella
Diwaller tour-tan eo Eneour. E-kreiz un nozvezh korventenn spouronus, p'emañ ar Morhouc'h, euzhvil ar morioù, o taoler houladennoù uhel ha sonn ouzh an tour-tan, ul labous, Ifig, a zeu da stekiñ ouzh al letern. Mil mallozh ! Torret eo ar gwer ha lazhet ar gouloù. An diwaller a zo gwallaozet ivez. Ha just awalc'h, deuet eo Ifig da c'houlenn sikour evit ul lestr o vont da goll war ar reier, gant kalz a dud en e vourzh...
Ret eo lakaat ar gouloù da vont en-dro adarre. Penaos ober ?
Savet eo bet ar gontadenn-mañ diwar ur pezh-c'hoari evit ar vugale gant Strollad ar Vro Bagan. Râmine, skeudennaouer al levr, en deus ivez krouet kinkladurioù ha prestoù ar pezh-c'hoari.
Hag ivez : un diell evit displegañ istor ha mont en-dro an tourioù-tan e fin al levr.