Merc'hed war-dro : romant

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 263 pages
Poids : 401 g
Dimensions : 13cm X 21cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-7368-0135-9
EAN : 9782736801359

Merc'hed war-dro

romant

de

chez Al Liamm

Paru le | Broché 263 pages

14.00 Disponible - Expédié sous 6 jours ouvrés
Ajouter au panier

brezhoneg gant Kristian Braz


Quatrième de couverture

Ofiser eo bet Moran e-pad brezel dizalc'hidigezh Iwerzhon, ha chomet c'hwerv ha dibourvez war-lerc'h. Un intañv brouezek hag otus eo, gwaz war e zomani bihan hag e veuriad. Daoust ma vezont spontet alies gant e zoare feuls e chom e deir merc'h hag e eil gwreg tost o c'halon dezhañ, bremañ p'emañ Moran o koshaat da vat.

Biographie

Ar romant-mañ, embannet e 1990, a zo bet lakaet da bennoberenn ar skrivagner John McGahern (1934-2006), unan eus gwellañ skrivagnerien Iwerzhon en XXvet kantved.
Ganet e gwalarn ar vro war un atant vihan, McGahern a oa nez-tost d'e vamm, a varvas pa ne oa nemet dek vloaz ar paotr. Padal, start-tre e oa e zarempred gant e dad, an den feuls poltredet gantañ en e levrioù
(The Barracks, The Dark, Amongst Women,).
Kregiñ a ra John McGahern da labourat evel skolaer met rankout a ra dilezel e bost pa vez berzet e levr kentañ The Dark (1965), sañset gadal e Iwerzhon ar mareoù-se. Ouzhpenn-se ez eo dimezet gant un estrañjourez dibriedet ha nann-katolik. Kement-se agonto diwezhatoc'h en e romant The Leavetaking. Divroañ a ra neuze da Vro-Saoz a-raok dont en-dro gant e wreg, bloavezhioù war-lerc'h, da zerc'hel ur feurm vihan en e vro c'henidik, e-lec'h ma skrivo e zaou romant diwezhañ, Amongst Women (1990) ha That They May Face the Rising Sun (2001), koulz hag e eñvorennoù (Memoir, 2005).
Ouzhpenn e romantoù e vez meulet McGahern evit e zanevelloù, ha graet « Tchekhov Iwerzhon » anezhañ. Embannet en deus ivez pezhioù-c'hoari evit ar skingomz, ar skinwel hag ar c'hoariva.
Merket don eo bet ar skrivagner gant e vugaleaj ha gant maezioù kalet ha gaonac'h kontelezhioù Leitrim ha Roscommon, gant ar bed mirour ma oa kresket ennañ ha gant pouez spontus ar relijion war buhez an dud. N'eo ket souezh neuze ne vefe kavet tamm blaz romantel ebet gant e skridoù, poltred ur vro rust ha garv ne lavaran ket.

Du même auteur : John McGahern