Paru le 12/02/2020 | Broché 172 pages
Tout public
klotadennoù meuz ha gwin savet gant Arnaud Beauvais | skeudennoù graet gant Pierre Pelletier | troet e brezhoneg gant Drian Bernier
80 rekipe ar gegin vreizhat n'haller ket tremen hebioù !
Un daeadenn nevez evit ar benngeginerez vreizhat : goude bezañ ijinet nouspet rekipe nevez gant an holl broduioù mat eus Breizh e kinnig ar wech-mañ Nathalie Beauvais tañva ar rekipeoù holl-vrudet eus ar gegin vreizhat, da lavaret eo 80 rekipe evit ur veaj keginañ mod Breizh hag a gaso ac'hanoc'h eus ar gaoteriad d'ar gouign-amann, eus ar c'hig-ha-farz d'ar wastell giz Breizh, eus ar c'hrampouezh gwinizh-du da danavennoù braog gant chaous mod Kankaven...
Evel ma vez graet en he levrioù all e ro Nathalie displegadennoù sklaer-kenañ evit ma teuoc'h a-benn da fardañ he rekipeoù. Kinnig a ra deoc'h ur stumm Nevez evit an holl rekipeoù pe dost, gant mennozhioù lipous evit reiñ ur stumm nevez d'ar rekipeoù klasel-mañ. Evit ar re gurius e kont deoc'h istor ar rekipeoù hag o aozennoù. Hag evit kaout un ali mat evit ar c'hlotañ meuzioù gant ur banne gwin bennak he deus dibabet Nathalie un den arbennik hag e karantez gant he c'heginerezh : he gwaz, Arnaud ! Yec'hed mat !