Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 56 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 13cm X 18cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-911210-68-6
EAN : 9782911210686

Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop

de

chez Emgleo Breiz

Collection(s) : Roll-diroll

Paru le | Broché 56 pages

9.13 Indisponible

Quatrième de couverture

Eun ofis e fin an nouspedved kantved warn-ugent. Pe marteze bennag ema ar hantved o paouez kregi. Yanniged gwall-voutin a houlenner o zoñj diganto, a-wechou. Loentud ar hêriou avad ne vez ket.

Maread a zo diredet hirio : ki-den ebed ne lar grig. Eur peziad panell a zo a-uz d'an nor, e penn all an trepas. Teir lizerenn o strinka warni : BBK. Bureo ar Bitrakou Kollet.

Chomet eo digor an nor. Gweloud a rit eun den en e azez. Eun den emit-hu ? Eur haz-den a-goñsekañs a zo deuz outañ. Chom a ra da brederia war eun elektroskritouer teo ha ledan. Eur wech dre vare e stag da skriva eur ger bennag gand eur mell elektreion.

Gervel a reer Teo Druzeveg. Pokêz Teo. Eur hi-den, ha n'eo ket eun hanter-hini. Hennez n'eo ket gwall-rikouret bepred. C'hwi'lakfe eo eun troher metal bennag... « N'ouzon tra mui, emezañ, na piou na petra on, na va ano na seurt ! Re wir ! Roit din ma zeod en-dro ».

Mall'zo warnoh eh errufe an iz-ofisour gand e chas tomm, e gizier dall hag e bakadouigou moutard ha ketchop... Kas ar bourd da Vourdel a reer ivez er BBK !

Roll-diroll a zo eur rummad a skridou dihortoz.

Biographie

Frank Bodenes, 36 vloaz, a zo kelenner. Ema o chom e Brest. Danevellou eneus bet embannet war « Brud Nevez » ha war « Al Liamm ». « Kaz dall, ki tomm, tomato sketchop » a zo e romant kenta.

Du même auteur : Frank Bodenes