Konchennou ar gouelan masklet. Vol. 2

Fiche technique

Format : Broché
Poids : 400 g
Dimensions : 17cm X 17cm
Date de parution :
ISBN : 978-2-911210-61-7
EAN : 9782911210617

Konchennou ar gouelan masklet. Vol. 2

de

chez Emgleo Breiz

Serie : Konchennou ar gouelan masklet. Vol 2

Paru le | Broché

20.18 Indisponible

Quatrième de couverture

Dalhet ho-peus soñj, tudou, emichañs, deuz koñchennou ar Gouelan Masklet? Ahanta, setu amañ eur stropad all anezo.

Gouelini Penmarc'h, n'eus deuz outo nemed eur republik vihan e penn toud ar Vro-Vigoudenn. Med deuet int a-benn, klevit 'ta, da lakaad poliserien ar GIGN da zacha o skasou ganto war-zu Pariz... Setu neuze gouelini Republik ar Helou o terhel kuzul braz war o hlud: ne vefe ket eun dra ken fall-ze dezo goulenn mond 've e-barz an Unvaniez european. Pebez taol Trafalgar! Pennou-braz ar gouarnamant ne ouiont ket mui anezo dre be benn sacha war o neudenn!

Padal, eo eet ar Spagnoled da zougen klemm e Brusel a-eneb martoloded ar vro vigoudenn, war zigarez e veze re a besked o vond en o rouejou! Eun taol-termaji a vez ijinet kerkent gand shamaned Vrusel: lakaad kotaiou war ar beskèrèz! Med piou 'ta a hellfe pennaska Republik ar Helou?

Biographie

Eur hoñchenner euz an dibab eo Yann Bijer, hag a blij kenañ e leoriou d'al lennerien. N'eo ket er vro vigoudenn nemetken, med e Breiz a-bez ha beteg e Brusel e vo klevet ano euz an darvoudou-mañ a zo nevez-digouezet e tro Penmarc'h.

Du même auteur : Yann Bijer