Trêz ar Vari-Morgan

Fiche technique

Format : Broché
Nb de pages : 218 pages
Poids : 400 g
Dimensions : 15cm X 21cm
Date de parution :
EAN : 9782867752179

Trêz ar Vari-Morgan

de

chez Brud Nevez

Paru le | Broché 218 pages

14.20 Indisponible

Quatrième de couverture

Ne oa ket Yann Duff, mestr Kafe Braz ar Porz, e Landerne, evid kredi e zaoulagad. Bez' e oa dirazañ, e-barz an ostaleri, eur paotrig eiz vloaz deuet da brena madigou gand arhant saoz. Eur billed braz, hanter-kant lur saoz anezañ, e-noa ar paotrig lakeet ablad war ar hontouer. Eun toullad billiji all a oa gantañ en e chakot.

«E peleh out bet, Yannig Mazeaz, o laerez ar billiji-ze ?», a houlennas Yann Duff.

«N'on ket bet o laerez anezo, Eontr. O havet ameus e-touez ar bern trêz a welez a-hont, war ar hae. O klask kregin e oan, e-touez an trêz, asamblez gand va henderv, Pèrig Mazeaz, pa 'z om kouezet war ar billiji-ze.»

«Luriou saoz e-touez an trêz ! Boulhast ar gurun ! Ha diskoachet e vefe ganit teñzor Rakam e Vleo Ruz ? Deus da ziskouez an dra-ze din 'ta, va niz.»

Ha Yann Duff o vond gand ar paotrig war-gaoud ar bern trêz bet diskarget war ar hae gand ekipaj ar Vari Vorgan, eur vag sevel-trêz, euz Brest, perhennet gand Pèr Toullgoad.

En ostaleri e oa ivez ar homiser Kaou Kemener. Klevet e-noa ar gaoz a oa bet etre an daou all. Setu ma yeas er-mêz d'o heul, ha da deurel eur zell ouz trêz burzuduz ar Vari Vorgan.

Du même auteur : Yann Bijer